Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
4
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V.k.e. [1931, 1985, 2015] Gwelet ub., udb. en-dro, ur wech ouzhpenn. [1985] Ha setu ma adwelen adarre traonienn ar Wilun, milin ar Boel gant ar c'herreg maen sklent, liv ar gwad, en daou du d'ar stêr. [2015] Klask a ra adwelout en he spered skeudenn an den a zo bet e bried. 2. Ensellet udb. en-dro a-benn e beurechuiñ, e reizhañ. Adwelet en deus an holl skridoù.

Skouerioù istorel : 
11
Kuzhat roll ar skouerioù

N’eus ganeomp nemet ur bedenn d’an doueed : ma aotreint deomp da adgwelout un deiz hag, ac’hann di, ma'z skorint ha ma roint da'z kalon an holl levenez a hetomp dit.

1923
Daveenn : SKET p.105

Hec’h adgwelout a rae, ha hi heñvel ouzh m’edo gwechall, ha kaeroc’h c’hoazh.

1923
Daveenn : SKET p.74

"adgwelout", "adwelout"

1924
Daveenn : SKET.II p.115 « Geriadurig », "Revoir"

O, tachennoù bourrus leun a varzoniezh ! O, douar benniget !... Warnoc'h ez vihan e kerzhen war va c'hrabanoù. Peur hoc'h adgwelin ?... Marteze biken ken !...

1929
Daveenn : SVBV p.18

Goanag am boa, an dra-se a zo gwir, d'adgwelout-hi ha d'adgwelout ivez va c'hloc'hdi uhel, kinviek ha dantelezek, ha d'adklevout mouezhioù lirzhin ar c'hleier benniget a sonas da lidañ va badiziant ha va fask kentañ.

1929
Daveenn : SVBV p.13

adwelont

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXVIII

Pet ha pet gwech, pa vezen e pell-pellañ diouzh Priel, e Rusia da skouer, e tegouezhe din adwelout, ha zoken en deñvalijenn ha serret ganin va daoulagad, an draonienn digenvez-se hag he stêr vorgousket, hag evel un heklev damvouget e kleven neuze soroc’h an dour ouzh ar garreg, koagadenn ur vran strafuillhet, pe vouskan melkonius ur paotrig[-]saout o vesa e loened e lanneg Kerdeozer…

1954
Daveenn : VAZA p.115-116

Daoust d’ar seizh vloaz ha daou ugent tremenet abaoe se, krediñ a ra din e-kerzh ma skrivan ar pennad-mañ, adgwelout ur bern bigi-dre-lien pe dre roeñvoù o skarañ lark-kaer war-du an Ernest Renan hag i leun a wragez hag a verc’hed yaouank eus Porzh Maria, Sant-Pêr, Porzh Haligenn ha me oar, ha d’o heul ar mammoù war evezh, o divjod spelc’het gant an avel-vor, o fenn a-dreñv ken ledan ha talbenn un dumporell hag holl o trailhañ ur brezhoneg ken garv ma n’intenten ket al lodenn vrasañ eus o c’homzoù…

1954
Daveenn : VAZA p.125

Ha setu ma adwelen adarre traonienn ar Wilun, milin ar Boel gant ar c'herreg maen sklent, liv ar gwad, en daou du d'ar stêr.

1985
Daveenn : DGBD p9

Dav e vije bet deoc'h lavarout deomp e vijemp aterset war ar gresianeg kozh, deomp da azgwelout hon c'hentelioù en a-raok.

2015
Daveenn : EHPEA p157

Klask a ra adwelout en he spered skeudenn an den a zo bet e bried betek daouzek vloaz 'zo.

2015
Daveenn : EHPEA p56

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial