Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

(dirak un ag.) [1732, 1924, 1927, 1954, 1985] Zo dezhañ ar blaz-mañ-blaz. Setu amañ ur meuz zo blazet-mat. [1954] Den e Breizh ne oar kerkoulz-all pegen blazet-mat eo ur vananezenn veür pe un aval-anana dare kutuilhet e parkeier Martinika, gant n’ho pefe ket re aon rak an naered tric’hognek pe lunedek, rak daou anv o deus an amprevaned-se, gwalenn ar vro.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

Blazet-mat eo kement-mañ.

1732
Daveenn : GReg pg goûter (Ceci est bien goûté.)

Gwall vlazet eo ar c'hig-mañ.

1732
Daveenn : GReg pg goût (Cette viande n'a point de goût, elle en a un mauvais.)

Echu ar sutelladenn, Gargam, en ur c’hoarzhin, a lavaras d’ar paotr : — Ma ! neuze blazet mat kig gad ? N’eo ket peurfall. Ah ! ah ! n’eo ket peurfall ? Nann ! nann !

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 46, p.1090 (Here 1924).

— He ! he ! eme Jarlig kozh, an aval, marteze, ne oa ket ken trenk-se, marteze blazet mat da staon hon zad-kozh.

1925
Daveenn : BILZ2 p.137

blazet

1927
Daveenn : Geri.ern pg blaz

blazet-mat

1927
Daveenn : GERI.Ern pg blaz

Den e Breizh ne oar kerkoulz[-]all pegen blazet-mat eo ur vananezenn veür pe un aval-anana dare kutuilhet e parkeier Martinika, gant n’ho pefe ket re aon rak an naered tric’hognek pe lunedek, rak daou anv o deus an amprevaned-se, gwalenn ar vro.

1954
Daveenn : VAZA p.92

Fellout a reas din tañva ar madigoù iskis-se ; ne oant ket blazet fall petra bennak ne oa ket dereat-kenañ o stumm.

1954
Daveenn : VAZA p.133

Soner ebet ne gavas re hir an amzer : darn a stagas da blac’heta, darn all a rae bemdez ur reorad, ha netra aesoc’h evit an neb en deveze darempred gant tud ar gêrbenn, rak plijout a rae d’ar re-mañ o bannac’h, ha pa veze huchet warnoc’h Skold ! en ur sevel d’ho yec’hed ur werenn d’an nec’h, e veze ret deoc’h lonkañ en un alanad forzh petra ’veze diskennet deoc’h, bier, gwin, pe hini-kreñv ar vro, un dra n’eo ket gw[a]ll vlazet mat, met nerzh a zo ennañ, pa lavaran.

1954
Daveenn : VAZA p.165

E-keñver ar bevañs ez eus du-hont un dra ha ne rae ket a ziouer el lec'hioù ma oa bet tud o chom ha distroet d'ar gouezeri : an delioù ananaz a zo dispar evit ober saladen, ha blazet mat souezhus ez int.

1985
Daveenn : DGBD p167

Ofis publik ar brezhoneg