Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
6
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (db. daoulagad an dud) Lakaet ul lien warno evit mirout ouzh ub. a welet. Mouchet e oa e zaoulagad. & Ent krenn An den kaezh a oa mouchet. 2. Dre heveleb. Goloet gant ul lienenn. Mouchet e oa ar prenestr : serret ar stignoù. & Deiz Sul ar Basion e vez mouchet ar sent en ilizoù : lakaet e vez ur ouel warno. 3. (db. an amzer) Goloet. Mouchet e oa an amzer, an heol.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

kleiziataer mouchet

1931
Daveenn : VALL pg andabate

mouchet

1931
Daveenn : VALL pg (maison dont la vue est) borné(e)

C'hoari mouchig-dall : unan mouchet e zaoulagad dezhañ gant ur mouchouer-godell, a red da dapout ur c'hamarad bennak hag a vez mouchet d'e dro.

1944
Daveenn : EURW.1 p23

An dremm vouchet-se hoc'h eus gwelet, he anavezet hoc'h eus ?

2012
Daveenn : DJHMH p.69

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial