A.
1. Nec'h, krec'h.
Ar blein ar menez.
2. Gorre.
Àr blein an teod. An dour o dalc'h àr ar blein.
3. Fizik
Pep hini eus an daou lec'h, en ur ganer, ma teu e-barzh pe ma'z a er-maez ar red tredan.
&
Pep hini eus an daou benn zo d'ur warell, a denn da zurc'haat an eil d'an norzh hag egile d'ar su.
B. Tr. adv.
1. E blein : er penn a-raok, o vleinañ.
Perak, p'emaomp e blein, ne viromp ket ouzh hor c'harr da dumpañ war hor c'hein ?
2. Ag ar blein : eus an dibab.
Roit din ur blankad dour ag ar blein.