Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

[1867, 1949] Beg kamm a reer a-benn diskouez ez eur displijet pe aet skuizh gant ub., udb] Ne oa nemet un den er sal, ur vousklenn ouzh e benn. Ar muzelloù ruz-livet a oa un hoal daoust d'o mousklenn. & (impl. da stn.) Kendelc'her a reas ar c'hoar henañ d'ober he fenn mousklenn. Gwell am eus da ober eget chom da sellet ouzh ur genoù mousklenn.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

Koulskoude, pa welas e oa ker kastizet, / Gant ul lostennad keuz, ar verc'h a voe nec'het. An oad ha c'hoant bremañ a lavar dimeziñ. Gwelit, mousklenn grinet zo [sic, emañ] an tan en he zi !

1867
Daveenn : MGK p57

Ha da vont kuit Alan a loc'h, / Pa wel war un daol gaer eno / Ur pezh mousklenn, mar boe biskoazh, / Dremm un den kaer, amzer voa bet.

1867
Daveenn : MGK p140

Treiñ ra en-dro d'ar vousklenn den, / Kemeret anezhi a zornad : / — « Penn kaer, ma vez ennañ bouedenn ! » / Eme 'l louarn, o vont ac'hano.

1867
Daveenn : MGK p140

Skinañ a rae gant ur gened disi. Ar muzelloù, ruz-livet, a oa un hoal, daoust d'o mousklenn. An daoulagad du ha gleb, a zeve en o donder un tan a daole sklerijenn ha gwrez war an dremm paret warnañ.

1949
Daveenn : SIZH p.58

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial