(impl. prl. dirak ur g.m. pe ur g. perc'h. heuliet gant un ak.)
1. Den a nac'h bezoud pe dalvoudegezh udb. hag a nac'h ober evitañ hag e-se.
Nac'herien ar yezh zo tud dishêr. Nac'herien o bro. An den-se zo un nac'her e vro !
2. Nac'her-Doue, e Zoue, an doueoù : den a nac'h bezoud Doue pe un doue bnk. (prl. goude bezañ asantet dezhañ kent).
Ar beleg-se nac'her e Zoue. Nac'herez an doueoù zo ac'hanout.
&
Nac'her e feiz : den en deus dilezet e feiz.
Niver an nac'herien o feiz a oa divent. Kristenien nac'herien o feiz.
HS. renavi, renead, treitour.