Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (db. ar plant) Zo bleuñv outo. HS. bleuniek. 2. (db. al lec'hioù) Zo bleuñv enno. Ar gouelec'hioù bleuñvek ma en em garjont. Touristed o dije kavet hon tiez koant gant o liorzhoù bleuñvek.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

bleuñvek

1850
Daveenn : GON.II pg bleûñek ou bleûñvek (Fleuri. Qui porte des fleurs. Qui a beaucoup de fleurs).

bleuñvek

1850
Daveenn : GON.II pg bleûñek ou bleûñvek (Fleuri. Qui porte des fleurs. Qui a beaucoup de fleurs).

Kement-mañ c’hoazh a glot dereat-tre gant ar pezh a lavar hor c’hanennoù hag hon danevelloù eus meurded, kened ha sioulded al lec’hioù glasvezus-hont ma voe ganet Manos ha Bena ; an deliaoueg digenvez ma tremenjont o bugaleerezh dienkrez hag o yaouankiz ; ar gouelec’hiou bleuñvek m’en em garjont ha ma savjont enno engroez o mibien hag o merc’hed ; ar c’hoadoù ma weljont o tremen, ur wech ha pevar-ugent lerc’h-ouzh-lerc’h, koroll ar pevar c’houlz-bloaz ; ar gwezegoù e-lec’h a-nebeudoù, a viz da viz, a noz da noz, e kannder ar beurevezhioù, e sioulder ar c’hreistevezhioù, e ruzder an abardaevezhioù, e tibunas red o buhez.

1923
Daveenn : SKET p.48-49

O luskañ war-raok ker buan hag al luc’hed, e tremene dre greiz etre treid an daou venez, e treuze ar saonenn strizh hag e tizhe Bro al Luc’h Peurbad, ar Pradoù Bleuñvek, o frouezh-aour hag o delioù-heson an avalenned warno, hag enno o kerzhout hag o peuriñ kezekenned an Deiz.

1923
Daveenn : SKET p.72 (+ p.198, "Da reiz[h]a[ñ]" : "P. 72, lin. 4 kent an dibenn, lenn : « aour o frouez ha heson o deliou an avalenned… »").

bleuñvek

1927
Daveenn : Geri.ern pg bleuñ

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial