Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
118
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.g. 1. (db. an dud) Dont da vezañ parfetoc'h. Parfetaet eo un tamm. Dont a raint da barfetaat. DHS. furaat, siriusaat. 2. (db. an traoù) Dont da vezañ parfetoc'h. DHS. kaletaat, startaat. II. V.k.e. (db. an traoù) Gwellaat. Parfetaat santelezh ar manac'h. HS. klokaat.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

parfetaat

1659
Daveenn : LDJM.1 pg perfectionner

parfetaat

1732
Daveenn : GReg pg affermir

parfetaet am eus, an daol-hont

1732
Daveenn : GReg pg assurer (j'ai assuré cette table)

c'hoant d'en em barfetaat

1732
Daveenn : GReg pg émulation (noble jalousie de la gloire, désir d'imiter)

ar paotr yaouank-hont n'en deus ket an disterañ kendamouez, ar bihanañ c'hoant d'en em barfetaat, d'en em avañs

1732
Daveenn : GReg pg (ce jeune homme n'a nulle) émulation

parfetaet

1732
Daveenn : GReg pg affermir

Mes ur penn « avelet » hag ur galon « entanet » ; setu aze gant peseurt daou si e vez graet barzhed yaouank. Gant an amzer hag an oad, e teu dezho parfetaat ; mes n’eo ket mui an hevelep Awen.

1944
Daveenn : EURW.1 p.100

"Tavit, tavit, ma mignon ker, gant ho liboudenn. An div zimezell-se a zo o teskiñ brezhoneg ganin, ha me o parfetaat ma c'hembraeg ganto, setu ar wirionez, netra ken".

1944
Daveenn : EURW.1 p.122

"Kompren a ran bremañ perak hoc'h eus gellet en em ober gant ma gwaz," a respont dezhañ en ur c'hoarzhin, kent parfetaat trumm.

2015
Daveenn : EHPEA p358

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial