Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
118
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

v.k.e. 1. Lakaat klaoustre (war udb.). Ar soudarded a vizas o pariañ piv a skoje an eeunañ. 2. Tr. adv. Pemdez Me a bari : n'eus douetañs ebet. Bremaik, me 'bari, e vo graet deoc'h bale ac'hann ! & (impl. dirak un islav. diskuliañ) Me a bari e ouzon petra zo war ho spered. Me a bari ec'h eus bet droug. 3. Impl. da adv. N'eus douetañs ebet. Mar deu da glask afer ouzhin-me, pariañ, me a zistoko anezhañ. Pariañ bremañ-souden e ray ur c'hoarzh all !

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

— « O ! o ! Job. » — « N’eus o ! o ! ebet da lavarout. Chann Vitouz an hini eo. » — « Me ’lavar eo Na An Du. » — « Chann Vitouz eo, a lavaran deoc’h. » — « Pa lavaran deoc’h eo Na An Du. » — « Me bari eo Chann. » — « Me bari eo Na. » — « Chann eo. » — « Na eo. » — « Chann ! » — « Na ! » — « Me bari va lodenn eus heritaj hon eontr. » — « Ha me, va lodenn eus heritaj va moereb. »

1944
Daveenn : ATST p.19

« [...] Me ’bari eo labous an Ankoù ! e-biou da Gervetouz eo tremenet, hag ac’hano en deus nijet war-du Karreg-al-Louarn. Ma n’eo ket aet da gerc’hat ar voereb kozh ? » — « E c’hallfe bezañ, Lom. »

1944
Daveenn : ATST p.71

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial