Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Gwezenn zo bet dibennet ha na lezer da vont da skourroù nemet an nevezennoù uhelañ anezhi. Ur penngos kozh hag e iliavenn a ro ur stlabez disglavenn. HS. targos. 2. (db. ar gwez) [1985] Skod. A-c'haoliad war ar penngosoù kozh. [1985] Ur penngos a oa bet lezet da harpañ unan eus kostezioù ar c'hloz. 3. Tamm koad tev ha berr ma troc'her koad, kig. HS. pilgos.

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

— « Setu aze daou vezvier ! » a lavare ar pintig. — « Da sistra emaint o vont », eme ar vran du, eus beg ur penngos derv. — « O ! n’emaint ket; o ! n’emaint ket, » a respont ar voualc’h. — « Da belec’h eta ? moualc’h beg melen. »

1944
Daveenn : ATST p.28

An tigr a vez graet du-hont eus panterenn Afrika, hag e tiskoueze din ur grabiñsadenn war ur pen[n]gos a oa bet lezet da harpañ unan eus kostezioù ar c'hloz.

1985
Daveenn : DGBD p161

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial