Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
118
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. 1. Aotren. Me a bermet kement-se ganeoc'h, deoc'h. Ne veze ket permetet mont diarc'hen er c'hlas. 2. Reiñ, lezel an tu da. Ne bermet ket an amzer monet da bourmen. II. V.k.d. A. PERMETIÑ DA UB., GANT UB. (DA) (+ AV.). 1. Lezel ub. da, reiñ an aotre da ub. da. Permetit dimp da gemer ur gistinenn bennak. Bremañ e permetit gant ho servijerez da vont e peoc'h. Permetit din divizout deoc'h un dra am eus gwelet em yaouankiz. & Trl. Na vezañ permetet da ub. (dirak un av.) : bezañ digredus, bezañ ur vezh dezhañ. Ne oa ket permetet dezhi ober he fenn evel-se ! N'eo ket permetet bezañ ken sot. 2. Lezel, reiñ an tu da ub. da. An amzer ne bermet ket ganin da vont. Ma c'houstiañs ne bermet ket din touiñ le. B. PERMETIÑ DA UB. MA (+ V. EN AMZER DA ZONT). Aotren. Ne c'hall ket Kembre permetiñ dezhi he-unan ma va dispennet restadoù ar yezh kembraek.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

Hon Tad, pehini zo en Neñvoù, / Hoz anv da ve[ze]t santifiet. / Deuet deomp ho rouantelezh. / Ho volontez bezet graet, evel en Neñv hag en douar. / Roit deomp hiziv hor bara kotidien. / Ha pardonet deomp hon ofañsoù, evel ma pardonomp da neb en deveus ni ofañset. / Ha na bermetet ket e kouezh[f]emp e temptasion. / Hogen hon delivret a bec'hed. Amen.

1622
Daveenn : Do. p18

permetet

1659
Daveenn : LDJM.1 pg licite, loisible

permeti

1659
Daveenn : LDJM.1 pg permettre

em dremen e priedelezh eus ar plijadurioù permetet

1732
Daveenn : GReg pg (vivre en) continence (dans le Mariage)

Neb en em vir ouc'h ar plijadurioù, ken difennet, ken permetet.

1732
Daveenn : GReg pg continent (ente)

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial