O ! n’eo ket Lom en doa graet meû-eûh, kredit ac’hanon ! Ur vuoc’h en o c’hichen, ne lavaran ket. Ur vuoc’h du gant kerniel gwenn deuet eno en ur beuriñ ar c’hlizenn.
Un azen yaouank e oa, ha ken hir, ken fonnus, ken start e trompilhas e joa-bevañ : madelezh ar peuriñ, ha levenez heol an abardaez e natur Doue, ma voe stad en iliz kozh moredet en he zeñvalijenn.
Peurechu gantañ e amzer, e teuas a-benn ar fin d'ar gêr, met ne veze ket gwell [sic] druz ar peuriñ gant kozh wernier Krec'h Eliez daoust d'ar bañsion digant ar gouarnamant.
Edon o vont da glask ul lec'h evit diazezañ ur c'hamp a vije hor c'hreizenn-labour evit tri pe bevar miz, e-lec'h ma vije renket ar vein dre ma vefent bet dastumet, e-lec'h ma ne vije ket re a hent da ober evit kas tud da glask bevañs pa vije deut berr ar peuri ganeomp, el lec'h ma vije graet al labour kartennaouiñ, erfin.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
peuriñ