1. Stroll traoù pe tud.
[1944] Hag ar "Blokad" brogarour a yeas e-unan d'ar gar ; Abhervé, Henri de la Guichardière (Telenn Aour), Fañchig Ewen (Karevro), Iwan ar Moal (Dirnador), Gwilh Gorfeg (Bruglann), Charlez Rolland (barzh Gwerliskin) ha me.
2. [1732, 1985] Stroll frouezh, legumaj a gresk stag-ouzh-stag war an hevelep skourr, war an hevelep gwrizienn.
[1732] blokadoù rezin. [1732] blokad rezin.
[1985] Setu prizioù a voe paeet e traonienn an Nzeme d'an 20 a viz du '37 : 2 vlokad bananez-moc'h : 8 real, 32 pakadenn vaniok : 32 lur, en ur gêr all, 40 bazh maniok evit 8 lur.
3. Torkad, feskennad.
[1931] Ur blokad delioù palmez.
Daveenn :
GON.II.HV
pg bloka (Grappe. Tout assemblage de grains. Pl.)
blokad
bloka
1850
Daveenn :
GON.II.HV
pg bloka (Grappe. Tout assemblage de grains).
blokad
1927
Daveenn :
GERI.Ern
pg blokad
blokad
1931
Daveenn :
VALL
pg bouquet
Hag ar "Blokad" brogarour a yeas e-unan d'ar gar ; Abhervé, Henri de la Guichardière (Telenn Aour), Fañchig Ewen (Karevro), Iwan ar Moal (Dirnador), Gwilh Gorfeg (Bruglann), Charlez Rolland (barzh Gwerliskin) ha me.
Hag ar "Blokad" brogarour a yeas e-unan d'ar gar ; Abhervé, Henri de la Guichardière (Telenn Aour), Fañchig Ewen (Karevro), Iwan ar Moal (Dirnador), Gwilh Gorfeg (Bruglann), Charlez Rolland (barz Gwerliskin) ha me.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.131
Setu prizioù a voe paeet e traonienn an Nzeme d'an 20 a viz du '37 : 2 vlokad bananez-moc'h : 8 real, 32 pakadenn vaniok : 32 lur, en ur gêr all, 40 bazh maniok evit 8 lur.
1985
Daveenn :
DGBD
p76
Notennoù studi
Reiñ a ra Kervarker ar stumm "bloka", ur vi-koukoug evit "blokad" moarvat.