I.
1. GWECHALL
[1659, 1699, 1850, 1909, 1927, 1954] Kementad bloneg sallet a veze lakaet e-barzh c'hwezigell ar pemoc'h bet lazhet ha lakaet goude-se da vogediñ er siminal.
Avaloù-douar poazh-disec'h gant ur pezh tamm kig-sall hag un tamm blonegenn bet er siminal.
[1954] [...] ha setu troc’het ganimp ar vag en daou damm, ken prim, ken ouesk, ha ma vije bet ur c’houign amann pe ur vlonegenn.
[1699, 1909] Ur vlonegenn lard.
2. Trl. kv.
Lart evel ur vlonegenn : lart-kenañ.
[1954] Dre ma 'z oa ur minor rik, savet e voe gant e dintin Mari-Job Derrien, ur vaouez ken lart hag ur vlonegenn ha mat-tre ar stal ganti, met daoust da se, tost-daonet.
II.
Dre skeud.
1. Plac'h lart.
Kae da gousket gant da vlonegenn !
2. KUNUJ.
Blonegenn ! : den lart ha lezirek.
Daveenn :
Har.
pg blonegenn, lard (couenne de lard)
blonegenn
blonégen
1850
Daveenn :
GON.II
pg blonek (Sain-doux. Oing. Graisse de porc fondue. "Blonégen" une masse ou un pain de cette graisse).
bronegenn
bronnégen
1850
Daveenn :
GON.II
pg blonek (Sain-doux. Oing. Graisse de porc fondue. "Blonégen" une masse ou un pain de cette graisse. En Vannes), bronnégen
ur vlanegenn lard
eur vlanegen lard
1909
Daveenn :
BROU
p. 207 (une tourte de saindoux)
blonegenn
1927
Daveenn :
GERI.Ern
pg bloneg
Da serr-noz, ne oamp ket c’hoazh a-wel d’ar gêr Orleans-Nevez pa freuzas ar C’hleber ul lestr-karg bras tanfoeltret ouzh e staoñ gant red an dour, ken feuls ha ma vez eno, ha setu troc’het ganimp ar vag en daou damm, ken prim, ken ouesk, ha ma vije bet ur c’houign amann pe ur vlonegenn.
Da serr-noz, ne oamp ket c’hoazh a-wel d’ar gêr Orleans-Nevez pa freuzhas ar C’hleber ul lestr-karg bras tanfoeltret ouzh e staoñ gant red an dour, ken feuls ha ma vez eno, ha setu troc’het ganimp ar vag en daou damm, ken prim, ken ouesk, ha ma vije bet ur c’houign amann pe ur vlonegenn.
1954
Daveenn :
VAZA
p.101
Dre ma 'z oa ur minor rik, savet e voe gant e dintin Mari-Job Derrien, ur vaouez ken lart hag ur vlonegenn ha mat-tre ar stal ganti, met daoust da se, tost-daonet.
1954
Daveenn :
VAZA
p.18
Notennoù studi
Roet e vez ar gerioù "bronnek" ha "bronnégen" evel stummoù eus Bro-Wened e GON.II.