Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Drailhaj koad. HS. skolpad. 2. Trl. Skeiñ, stlepel, teuler udb. d'ar blotoù : dilezel udb., en em zizober diouzh udb. [1944] Poent e oa stlepel d'ar blotoù ar marmouzerezh-se [...]. Taolet o deus ar brezhoneg d'ar blotoù. Ar raktres a voe taolet d'ar blotoù. & Skeiñ er blotoù : teuler kuit. Sko anezhañ er blotoù. 3. Trl. Bezañ er blotoù : na vezañ gouest d'ober tra.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

Arabat deoc'h teurel ar skrid-mañ d'ar blotoù. En Roit da lenn d'ho mignoned kentoc'h !

1943
Daveenn : TOAA p4

Poent e oa stlepel d'ar blotoù ar marmouzerezh-se, ha lakaat en o lec'h kanaouennoù ar vro.

1944
Daveenn : EURW.1 p.158

Kador-dabutal. Ar brezhoneg 'barzh ar mikroioù ! Ar galleg d'ar blotoù !

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 2

Taolet en doa ar mestr faksoù servij diwall an aodoù d'ar blotoù.

2023
Daveenn : DREAM p. 7

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial