Amañ, hon eus ur mevel, Job Postig a Rozlann, e Plouganoù, mab hor merour, hag a c’heller fiziout ennañ.
Aman, hon euz eur mevel, Job Postik a Roslan, e Plougasnou, mab hor merour, hag a c’heller fiziout ennhan.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.22
E penn ar gentañ edo an Aotrou de Keryann, eus a vaner ar Mesgouez, ha gantañ paotred Plouganoù, e barrez ; re Sant-Yann-ar-Biz ha re Gwimaeg.
E penn ar genta edo an Aoutrou de Kerian, euz a vaner ar Mesgouez, ha gant-han paotred Plougasnou, he barrez ; re Sant-Ian-ar-Biz ha re Guimaec.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.141-142
Envel a reer an Dour-Du ar guchenn diez a zo, en un draonienn, war-dro hanter an hent, etre Montroulez ha Plouganoù.
Henvel a reer an Dour-Du ar guchenn diez a zo, enn eun draonien, var dro hanter an hent, etre Montroulez ha Plougasnou.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.308
Ar pezh a c’hoarveze gant Plouganaouiz, a c’hoarveze gand Sant-Yanniz ; ar memes hent a raent en ur zont eus a Vontroulez, ar memes tra a c’hoarveze ganto ; ha kement a zroug a yoa e gwragez Sant-Yann-ar-Biz evel a yoa e re Plouganoù.
Ar pez a c’hoarveze gand Plouganaouiz, a c’hoarveze gand Sant-Ianniz ; ar memez hent a reant en eur zont euz a Vontroulez, ar memez tra a c’hoarveze gant-ho ; ha kement a zrouk a ioa e gragez Sant-Iann-ar-Biz evel a ioa e re Plougasnou.