1. (db. an dud, ar plant)
[1850, 1927, 1931] Hep tamm barv pe varvenn outañ, outi.
Un den yaouank blouc'h. Ed blouc'h.
ES. barvek.
&
Trl. skeud.
[1927] Bezañ en e roched blouc'h : bezañ e korf e roched.
2. (db. kroc'hen an dud pe al loened, plusk ar plant pe ar frouezh)
Levn, flour.
Ar re vouzar a glevo, ar re lovr a vo blouc'h, ar re varv a zeuy d'ar vuhez.
HS. blin.
3. (db. an dud hag al loened)
Kuilh ha yac'h da welet.
Ar plac'h yaouank a oa sart ha blouc'h adarre. Chas blouc'h ha stummet kaer da welet.
&
Dre ast.
Yac'h ha kreñv.
Ma zad a oa ur gwaz, un den plom ha blouc'h. Ur paotr blouc'h.
HS. bagol, solut.
Daveenn :
GON.II
pg blouc'h (Jeune homme sans barbe).
Gwenn-damlouet, blouc’h ha yen o c’hroc’hen, talfasek, sklosennek ha chatalek o dremm, marvelen-disked o blev a gouezh en o c’herc’henn hag en o choug dibleg ha dirodell.
Gwenn-damloued, blouc’h ha yen o c’hroc’hen (4), talfasek, sklosennek ha chatalek o dremm, marvelen-disked o bleo a gouez en o c’herc’hen hag en o choug dibleg ha dirodell.
1924
Daveenn :
SKET.II
p.66-67
He bizied a dremenas war e voc’h kuñv ha blouc’h evel un aval, eus e skouarn d’e elgezhig.
He bizied a dremenas war e voc’h kunv ha blouc’h evel eun aval, eus e skouarn d’e elgezig.
1924
Daveenn :
SKET.II
p.27
blouc'h
1927
Daveenn :
Geri.ern
pg blouc'h
en e roched blouc'h
1927
Daveenn :
Geri.ern
pg blouc'h
gwinizh blouc'h
gwiniz blouc'h
1931
Daveenn :
VALL
pg blé (sans barbe)
blouc'h
1931
Daveenn :
VALL
pg barbe
Korfoù blouc’h o c’hroc’hen liv an erc’h, dezho pennadoù blev du hir betek o dargreiz gwevn, ha lorc’h enno gant o brennid dizolo.