Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Politik. Ezel eus ul luskad mennet-kenañ e diabarzh ur stroliad politikel, ur vodadenn. & (impl. da stn.) Ar re radikalañ a sav droug enno pa glevont anv eus ar mennad-se. & Ent strizh Ezel eus ur stroliad politikel gall, lec'hiet er c'hreiz bremañ pe el lodenn eus an tu kleiz zo an tostañ d'ar c'hreiz; den a-du gant mennozhioù ar stroliad-se. Paotr ar republik pe radikal. Radikaled ha sokialourien o deus kevreet. Marevezh kaer ar Radikaled.

Skouerioù istorel : 
1
Kuzhat roll ar skouerioù

Unan anezho a oa ur Breizhad eus Montroulez ; unan all a oa ur Gall, dezhañ un anv anavezet d'ar mare-se, ha gwall ankounac'haet abaoe : un eontr dezhañ a oa unan eus pennoù-bras ar radikaled gounezet d'ar "Front Populaire", ur senedour anezhañ e oa bet e Barcelona oc'h ober gourc'hemennoù re ruz Bro-C'hall da re ruz ar Spagn.

1985
Daveenn : DGBD p98

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial