I.
1. Stad vat.
&
E ratre, e ratre vat, e ratre vrav : e stad vat.
2. Bezañ e ratre : bezañ prest.
A-benn an devezh kentañ a viz Mae e oa pep tra e ratre.
II.
Trl.
1. Diw. vousgoap
Bezañ e ratre vat : bezañ mezv a-walc'h.
E ratre vat emañ !
2. Lakaat udb. e ratre : e lakaat prest, en urzh.
Re a draoù en doa da renkañ evit lakaat pep tra e ratre.
3. Delc'her udb. e ratre : e zelc'her e stad vat.
An hent-mañ zo dalc'het e ratre.
4. Dont e ratre : erruout er c'houlz mat, dres pa oa ezhomm.
5. Doare da labourat zo diouzh pep hini.
An dra-mañ zo diouzh ratre an henn-ha-henn. Se zo diouzh ma ratre : gwelet a reer eo ganin eo bet graet.
6. ROUEZ
Stad ar mor pa vez rust an amzer.
Ratre zo gant ar mor.
&
Taol-ratre : gwagenn vras ha trumm o tont eus strad ar mor.