1. Pad ar vuhez.
Gwelet e remzi echu war an tamm douar-man. Ne vo ket hir ma remzi, rak me zo ur plac'h fall.
HS. hoali.
2. Remziad (1).
Ar re gozh eus e remzi. Ar remzi a oa en o raok.
HS. rumm(ad).
3. Nevez
Hollad an ijinennoù a ziskouez an hevelep derez a emdroadur, a-fet teknologiezh, e tachenn pe dachenn.
Un urzhiataer pempet remzi.
4. Dispred.
Astal, ehan.
Hep remzi.
Rak eus gouenn an doueed ez eus tarzhet remzioù diniver a zo bet poblet ganto neñv, douar, mor, doureier, koadeier ha menezeier.
Rak eus gouenn an doueed ez eus tarzet remziou diniver a zo bet poblet ganto nenv, douar, mor, doureier, koadeier ha menezeier.
1923
Daveenn :
SKET
p.30
Ganet on bet, evel holl vugale ma remzi, diouzh kerent furmet o mennozhioù war skouer re ar C'hallaoued, ha da natur-te eo he deus digabestret ma spered, ha roet din blaz kentañ amzer-dremenet ma hendadoù, un tamm eus o herrder, eus o c'harantez-vro, eus o barzhoniezh.
Ganet oun bet, evel holl vugale ma remzi, diouz kerent furmet o mennoziou war skouer re ar C'hallaoued, ha da natur-te eo he deus digabestret ma spered, ha roet d'in blaz kenta amzer dremenet ma hendadou, eun tamm eus o herrder, eus o c'harantez-vro, eus o barzoniez.
1944
Daveenn :
EURW.1
p15
Moarvat ar bouetaj-se a oa grounnet bloavezhioù a oa, hag a dremene eus an eil remzi d’egile, evel ma tremene ar wiskamant hag ar fuzul.
Moarvat ar bouetaj-se a oa grounnet bloaveziou a oa, hag a dremene eus an eil remzi d’egile, evel ma tremene ar wiskamant hag ar fuzul.