Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Leizh ur riblenn. Ur riblennad gwez-haleg. & Kementad danvez a ya da vevenniñ ur pezh dilhad. [1878] [...] a mar kollomp, e-lec’h ur banniel gwenn, ur riblennad lian du ne vezo ken, evit dougen kañv d’ar re a vezo marv. & Dre skeud. Ur riblennad ledouedoù : un aridennad ledouedoù distaget lerc'h-ouzh-lerc'h.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

Mat, neuze, ma vezomp ar [v]istri, e vezo war beg tour Berven, a zo war an uhel, a weler a-bell hag a bep tu, ur banniel pe un drapo gwenn-kann o nijal laouen gant an avel ; ha mar kollomp, e-lec’h ur banniel gwenn, ur riblennad lian du ne vezo ken, evit dougen kañv d’ar re a vezo marv.

1878
Daveenn : EKG.II p.107

Gwel an div ounner dilezet, ar raoskl flac’het, roudoù ar stourmadenn er riblennad a roas da anaout dezho petra a oa c’hoarvezet.

1923
Daveenn : SKET p.135

Pa zihunis, an aerouant bet diouganet gant Marzhin, penndevig ar varzhed, a oa paouezet da wigourat. Un den diwisket ha kabellet gant ur galabousenn leun a zelioù derv arc'hantet a rede a-hed ar riblennad bagonioù en ur youc'hal.

1929
Daveenn : SVBV p8

War an taol e sentis, ha bec'h dezhi ! Da gentañ, e tapis krog en ur choanenn hag, o vezañ graet ur groaz gant beg va c'hontell war gof an dorzh vara, e troc'his ur mellad tamm diouti. Goude-se, e faoutis ur pezhiad riblennad kig-moc'h du bet e-pad pemp pe c'hwec'h vloaz o vogediñ e kimin va mamm-guñv, hag ar c'harvanoù - va re-me - a yeas en-dro ken na zifindaone ! Ur pennad da c'houde, e stagis ar voutailh leun a win ruz ouzh va fenn ha bec'h ivez dezhi, da gas ar c'hig-sall hag ar bara kras da stankañ he genoù da'm bouzellenn vras!

1929
Daveenn : SVBV p9

riblennad

1931
Daveenn : VALL pg bande, banquette, bordure (d'un vêtement), bordure (de fleurs)

Re bell emaomp avat, ha re izel ar vro evit ma vije tu da welout estreget ur riblennad traezh gwenn.

1985
Daveenn : DGBD p15

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial