Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Dourredenn vihan. Ar riolennoù a ya da hesk. & (impl. dirak ar ger dour) Ur riolenn dour sklaer. 2. Kan bihan evit dourañ un dachenn. Digeriñ riolennoù. Ur riolenn da zizourañ. DHS. kanouc'hell, san. HS. gouer, gwazh, ruzelenn. 3. Tr. adv. (db. al liñvennoù o redek) A-riolenn(où) : e stumm ur strilh, strilhoù bras pe vrasoc'h. An dour a gouezh em gwele a-riolennoù. An dour a rede a-riolenn ag e zaoulagad.

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

ur riolennad vras ganet diwar nouspet riolenn vihan heñchet gant ar blevennoù war ma brusk... Arabat din fiñval em liñselioù... gleb int gant ar c'hwezenn, met tomm... ma fiñvan e teuint da vezañ yen evel liñsel an hini marv...

1992
Daveenn : EAZB p.128

Ar vazh arveret gant ar muntrer, daoust ma oa graet gant ur seurt koad divoutin, kalet ha ponner, a oa bet torret en he c'hreiz gant feulster diroll an taolioù. Un tamm torret a oa reuilhet er riolenn e-kichen.

2012
Daveenn : DJHMH p38

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial