Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

v. I. V.k.e. 1. Dastum, dilec'hiañ gant ur rozell. Rozellat ar greun. & Ent krenn Neuze ez eur krog da rozellat. 2. Karzhañ gant ur rozell, ur rozell-garnm. Rozellomp pizh leurenn ar c'hraou. Ne oa ket ret ken rozellat na skubañ ar forn. 3. Dre skeud. Dastum a gementadoù bras. Pri hoc'h eus rozellet betek ho taoulin. Rozellat meuleudioù. Hennezh zo eno o rozellat arc'hant pezh a gar. & Trl. Rozellat arc'hant ub. : gounit arc'hant diwar e goust. Rozellat arc'hant ar birc'hirined. & Bezañ udb. da rozellat : bezañ anezhañ forzh pegement. Er sal e veze an douar hag al loustoni da rozellat. II. V.g. Dre skeud., PEMDEZ Stlejañ e dreid en ur gerzhet.

Skouerioù istorel : 
1
Kuzhat roll ar skouerioù

Gant kalz beulbejen divalo, / Da rozellat a goue[zh] mado[ù] ; / Din-me, dour yen ’vel d’ar pesked, / ‘Pad kordenn ar bla, da'm sec’hed ! /

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial