Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Santad displijus a vez pa vezer heuget gant ub., udb. & Ober rukun da ub. : e lakaat da gaout heug, doñjer. C'hwi zo kap d'ober rukun d'ur pemoc'h. & Kaout rukun ouzh ub., udb. : bezañ heuget gantañ, udb. Rukun em eus ouzh kement a vez kinniget din da zebriñ. Heug ha rukun en deus an den o sellet outo gant al lous ez int. & (gant ar gm. a. evit pouezañ) Ur rukun hag ur vezh sellet ouzh hon dilhad ha pebezh flaer a laoskemp war hol lerc'h. [1954] [...] henhont gant trouskennoù ha goulioù spontus, un heug hag ur rukun sellout outo ! HS. doñjer, heug.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

ranku

1732
Daveenn : GReg pg animosité

rankun

1732
Daveenn : GReg pg animosité

rankun

1850
Daveenn : GON.II.HV pg rañkun (rancune, inimitié invétérée et accompagnée de dissimulation. ressentiment d'une injure dans une âme basse et faible).

Hag ar beorien ’ta !... a bep tu d’an hent, war bennoù o daoulin, pe harpet ouzh ar c’hleuzioù, bez’ e veze regennadoù klaskerien[-]vara, paotred ha merc’hed, kozh ha yaouank, dall, moñs, pe vac’hagnet, darn war flac’hioù, darn-all [darn all] hep gar ebet ha kluchet en ur c’hased izel war rojoù, hemañ oc’h eoniñ,[]skoet gant an droug-sant, henhont gant trouskennoù ha goulioù spontus, un heug hag ur rukun sellout outo !

1954
Daveenn : VAZA p.54

War an taol e kemeris an dra-se evit un ersav personel dleet d'ar rukun.

2012
Daveenn : DJHMH pg. 84

Gra, runkun 'ra din.

2023
Daveenn : AVWAH p. 30

Notennoù studi

S.o. ar ger "rekun" a gaver er C'hatolicon.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial