Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Den eus Rusia pe a orin eus Rusia.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

Gallet e vije bet 'ta kas d'ar Rusianed an holl draoù o devoa kement ezhomm diouto ; moarvat e vije bet chomet an Impalaer Nikolaz war e gador-veur ha biskoazh ne vije bet na kel nag anv eus Hitler ha Stalin.

1954
Daveenn : VAZA p.113, notenn 1

An deiz war-lerc’h, e tegasas Toto al levrioù-se d’ar « Rusianez » , ha setu lorc’h ennañ, met ar wech-mañ ’vat e savas kaoz, [neket] allas eus ormel, met a-zivout ar sonerezh dre vras, al lennegezh, ar varzhoniezh hag ur bern fardach all na oant nemet terra ignota evit ar paourkaezh paotr.

1954
Daveenn : VAZA p.179

Geo ’ta, geo, eno e oa va Rusianez eus Rochefort-ar-Mor o c’hortoz he danvez-pried gant un torkad bleunioù eus an dibab en he dorn, met an dro-mañ n’he devoa ket kavet balan ha lann evel warlene e Brest ; hogen, nag evit-se !

1955
Daveenn : VBRU p.48

A-drugarez Doue ne oan ket ken bajanek-se, ha ne greden ket kennebeut-all e vire pep Rusiad ur gantol-c’houloù soav en e c’hodell da grignat ur wech an amzer evel ur varrenn chokolad hervez ma rae, diouzh klevout hor re gozh, ar Gozaked diredet goude emgann Waterloo d’aloubiñ Bro-C’hall.

1955
Daveenn : VBRU p.48

D'ar mare-se evit doare e oa rouez-tre an douarourien e Bro-C'hall ha ne veze kavet nemet Rusianed evit al labour-se, da vihanañ evit asantiñ mont d'ar broioù pell.

1985
Daveenn : DGBD p6

Daou Rusiad int, kuitaet ganto o bro da vare an dispac'h a oa bet du-hont hag en em dennet e Bro-C'hall da glask repu; kalz oajetoc'h egedon int, un daouzek pe drizek vloaz bennak, rak dilerc'hiet int bet evit ober o studioù gant ar reuz o deus bet da c'houzañv pa oa krennarded anezho.

1985
Daveenn : DGBD p10

Chom a reomp war ar riblenn da c'hortoz an alc'hwezer, tra ma tremen dirazomp holl enbroidi ar voul douar: Rusianed ha Gresianed eus Rusia, Roumaniz ha Bulgariz, Afghanistaniz ha Pakistaniz.

2015
Daveenn : EHPEA p387

Ofis publik ar brezhoneg