Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.g. 1. [1850] Loustoni, traoù lous. [1850] Ar vugale a gar ar saotr. 2. (db. an dud) En em reiñ d'ar saotr : kaout darempredoù rev ha kaout arc'hant en eskemm. HS. hudurnez. II. G. 1. Louzadenn deuet diwar un danvez estren. Ur saotr war ur pezh mezher. HS. kousi, mastar, tarch. 2. Dre skeud. (db. an dud) Pezh a goll brud ub. Ur saotr e vefe da'm anv mar kouezhfe warnoc'h an disterañ droug.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

saotr

1850
Daveenn : GON.II pg saotr

ar vugale a gar ar saotr

1850
Daveenn : GON.II pg saotr

Enno emañ o ren ar vreinadurezh a grign ar broadoù ; enno en em vod an divroidi hag an erevent hag, a-gevret ganto, pep kleñved ha pep saotr.

1923
Daveenn : SKET p.51

Rak n’eus mann hag a heugfe gwashoc’h outañ an doueed eget an digempenn, al loudour, an uloc’h, ar saotr, ar mouezh flaer.

1923
Daveenn : SKET p.63

Berr-berr e voe an dalc’hidigezh anezho ha ne vanas warno da heul na mezh na saotr.

1923
Daveenn : SKET p.133

- Va Doue ! va Doue ! Espernit din saotr euzhus ar c'hadaliezh !... Va diwallit glan, korf hag ene !

1949
Daveenn : SIZH p.51

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial