Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V. 1. V.g. [1931] Na gomz sklaer, komz gant poan ha distagañ fall hag e-se (diwar from alies). Ne ran nemet satouilhat pa glaskan komz saoz- neg. HS. balbouzañ, tatouilhat. 2. V.k.e. Na lavaret (udb.) sklaer diwar efed ar from, distagañ (udb.) gant poan ha bezañ diaes da gompren hag e-se. Mont a reas glas, hag e stagas da satouilhat: « se n'eo ket just ». [1954] Glav a rae ken a rae, ha pa savas Anatol France, « Bleu de Bretagne » a enor, da satouilhat e brezegenn e stagas holl gleier an iliz-veur da vrallañ, ha tud an oferenn-bred o tont e-maez an ofis d’ober o seizh gwellañ evit ma kreskje an todilhon [...]. DHS. drailhañ, faoutañ.

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

satouilhat

1931
Daveenn : VALL pg bredouiller

Glav a rae ken a rae, ha pa savas Anatol France, « Bleu de Bretagne » a-enor [a enor], da satouilhat e brezegenn e stagas holl gleier an iliz-veur da vrallañ, ha tud an oferenn-bred o tont e-maez an ofis d’ober o seizh gwellañ evit ma kreskje an todilhon : darn o seniñ sutelloù houarn gant ur bizenn gras enno, darn’all o kanañ ken ma tagent « Nous voulons Dieu » ha « Catholiques et Bretons toujours ! », en-dra [endra] ma vleje a heligentañ ar re an tu enep, rak kement loen a zouge sae pe vragoù war al « le[u]veen » hag e[n]-dro dezhi a yude dibaouez : « Hou, hou, hou, la calotte ! »

1954
Daveenn : VAZA p.57

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial