I. H.g.
1. Monedone ur c'hloc'h o seniñ.
Edo ar c'hleier en o brasañ bole evit enoriñ an dud nevez. Ar c'hleier a oa en o c'haerañ bole.
&
Plantañ, lakat bole en ur c'hloc'h : e lakaat da vrallañ.
2. Tr. adv.
E bole : o seniñ.
Emañ ar c'hloc'h bras e bole.
&
Trl.
En em lakaat war vole : stagañ da seniñ.
3. Dre heveleb.
Monedone.
Bole kamm-digamm ar skourjez.
4. Dre skeud.
Youl, nerzh, startijenn.
An dra-se a lakay bole en da zivesker.
&
(db. an ardivinkoù)
Lakaat e bole, reiñ bole : lakaat da loc'hañ, da vont en-dro.
Ar rod vras hag a roe bole d'an holl rodoù all. Un tammig keflusker, stag ouzh an heskenn, da lakaat e bole.
5. Trl. skeud. PEMDEZ.
[1927] Plantañ bole en ub. : e lakaat da sentiñ, da vale evel m'eo dleet.
Me 'blanto bole ennañ !
II. G.
Pennad seniñ ur c'hloc'h.
Ar bole kentañ, an trede bole. Bole drant ar c'hleier. N'eo ket bet c'hoazh ar bole kentañ.
HS. taol.