1. Ar yezhoù skandinavek : anv a roer d'ur stroll yezhoù germanek, dezho perzhioù boutin, zo boaziet e Skandinavia dh.
Yezhoù skandinavek eo an daneg hag ar svedeg.
2. (db. an tachennoù studi, an unvezioù yezh)
A denn d'ar stroll yezhoù-se end-eeun.
3. Dre ast. (db. ar broioù, ar strolladoù tud)
A reer ennañ gant an eil pe eben eus ar yezhoù-se.
N'eus ket broioù en em glev gwelloc'h eget ar broioù skandinavek.
DHS. skandinaviat.