Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Oberiadur skarzhañ udb., eus e loustoni dh. DHS. kempenn, naetadur. 2. Hollad traoù bet skarzhet evel-se. Skarzhadur ar privezioù.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

skarzhadur

1732
Daveenn : GReg pg cure (vuidange d'immondices), cureures (vuidanges), (l'action d') écurer

skarzhadurioù

1732
Daveenn : GReg pg cureures (vuidanges)

Ar goaven [sic] pe ar skarzhadur a sav, evel-se, diwar houarn teuzet, a ve[z] groet ane[zh]i "kaoc'h-houarn".

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Mes, gant teil ma c'hrevier ha ma forzh, skarzhadur an douvezioù, hag hemañ, ar c'haoc'h-houarn-mañ e ran c'hoari gaeroc'h ha teir gwech muioc'h digoust ha dilabour.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

A-hend-all, e-tal genoù kaniennoù a zo a Galifornia (sk. 12 A) e weler torgennoù (hummocks e saozneg) hag a ro da soñjal e berniadoù lec'hid a zeufe eus skarzhadur ar c'haniennoù.

1943
Daveenn : TNKN p71-72

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial