Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Dalc'het gant udb. a vir outañ a fiñval. Ar prizoniad zo sparlet gant liammoù. Sparlet e oa gant e zilhad gleb peg ouzh e izili. & Boledoù sparlet : boledoù staget gant ur chadenn, evit diskar gwernioù ar bigi. & Trl. Na vezañ sparlet e deod : na vezañ lakaet diaes evit komz. & Bezañ sparlet (e garr) : na c'hallout ober ar pezh a venner abalamour d'ur skoilh, d'ur sparl bnk. HS. rouestlet, luget, strobet. 2. Dre skeud. Dalc'het gant udb. a vir outañ a ober udb. Ur pec'her sparlet gant droukyouloù a-leizh. Ar garantez ne fell ket dezhi bezañ sparlet gant netra. HS. rouestlet. 3. Stanket gant udb. [1925] Skoret ar c’harroñsioù e-tal dor ar vered, sparlet an nor gant ar vugale. 4. Zo difennet (ouzh udb.). Skolioù sparlet ouzh ar brezhoneg. 5. (db. an divabrant) Zo staget gant ur sparl blev. Ar re zo sparlet o daoulagad. 6. Dre skeud. (db. rolloù an dilennadegoù) Na c'hall ket bezañ kemmet gant an dilennerien. 7. Kont sparlet : sammad arc'hant lakaet er bank, hep gallout bezañ tennet, evit ur prantad amzer divizet, hag a zegas kampi. 8. Koef-sparlet : koef gant lodennoù savet a bep tu d'ar penn.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

boled sparlet

1732
Daveenn : GReg pg bale (ramée)

Ha Bilzig hualet, sparlet gante, a chomas eno, sonnet dirak ar sakrist.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 39, p.865 (Miz Meurzh 1924)

Skoret ar c’harroñsioù e-tal dor ar vered, sparlet an nor gant ar vugale.

1925
Daveenn : BILZ2 p.156

boled sparlet

1931
Daveenn : VALL pg boulet (ramé)

"C'hwi 'oar penaos emañ an doktor, Aotrou", a eilgerias Poole, "ha c'hwi 'oar e vez troet d'en em sparlañ e-unan. Setu m'eo sparlet a-nevez en e vurev".

2012
Daveenn : DJHMH p.60

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial