Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Pennwisk gwevn, hep erien, dezhañ stumm pe stumm. Bonedoù glas paotred Kerlouan. Ur boned stamm. & Boned-kouronkañ : pennwisk gwevn a wisker evit mont da gouronkañ, da neuñviñ. & Boned-blev : a lakaer dindan ar c'hoef. 2. ISTOR (gant ur bennlizherenn-dal) Ar Bonedoù Ruz : anv a roer d'ar Vretoned a oa en em savet a-enep ar galloud da vare Loeiz XIVvet. 3. Trl. skeud. Dougen ar boned : bezañ dogan. & Dougen ar boned glas : bezañ graet freuz-stal ha, da heul, bezañ forc'het diouzh e wirioù keodedour. & Stlepel, teuler ar boned war-lerc'h an tog : bezañ digalonekaet a-raok kregiñ gant ul labour pe bezañ echuet gantañ. & C'hoari gant e voned : na vezañ yac'h a spered. An hini kozh zo krog da c'hoari gant e voned ! & Lakaat tro e boned ub. : e lakaat da gounnariñ. & Bezañ, mont tro en e voned : kounnariñ. Pa glevo ar c'heloù-se ez ay tro en e voned. Honnezh a oa tro en e voned. & Lakaat e voned ruz : mont e fulor. Piv ne laka ket e voned ruz gwech ha gwech all ? & Bezañ tev e voned : bezañ pennek. & Gwiskañ bonedoù da ub. : kontañ gevier dezhañ a-benn e douellañ. & Pakañ ar bleiz* gant un taol boned. 4. (db. al loened) Rann eus stomog an daskirierien.

Skouerioù istorel : 
41
Kuzhat roll ar skouerioù

boned

1499
Daveenn : LVBCA p39 (idem)

hep gwri evel boned

1499
Daveenn : LVBCA p39, 75, 93, 97 (sans couture)

dougen ar boned glas

1659
Daveenn : LDJM.1 pg faire banqueroute

boned

1659
Daveenn : LDJM.1 pg bonnet

boned houarn

1732
Daveenn : GReg pg casque (armure de la tête, & du cou du Cavalier)

plantenn bonedoù kornek

1732
Daveenn : GReg pg fusain (arbrisseau, dont le fruit s'appelle bonnet quarré)

gwaz a zoug tog ha boned

1732
Daveenn : GReg pg cocu

teurel ar boned war-lerc'h an tog

1732
Daveenn : GReg pg (jetter le manche après la) cognée

bonedoù-noz

1732
Daveenn : GReg pg bonnet (de nuit)

boned skouarnek

1732
Daveenn : GReg pg bonnet (à oreilles)

bonedoù skouarnek

1732
Daveenn : GReg pg bonnet (à oreilles)

bonedoù houarn

1732
Daveenn : GReg pg casque (armure de la tête, & du cou du Cavalier)

dougen ar boned glas

1732
Daveenn : GReg pg (faire) banqueroute

boned

1732
Daveenn : GReg pg barrette (bonnet d'Italie), bonnet

bonedoù

1732
Daveenn : GReg pg barrette (bonnet d'Italie), bonnet

boned ruz ur C'hardinal

1732
Daveenn : GReg pg (la) barrette (d'un Cardinal)

bonedoù

1732
Daveenn : GReg pg bonnet

boned dragon

1732
Daveenn : GReg pg bonnet (à la dragonne)

bonedoù dragon

1732
Daveenn : GReg pg bonnet (à la dragonne)

boned kornek

1732
Daveenn : GReg pg bonnet (quarré)

bonedoù kornek

1732
Daveenn : GReg pg bonnet (quarré)

boned-noz

1732
Daveenn : GReg pg bonnet (de nuit)

An dud diwar ar maez, avat, a chome sonn en o sav, o zok pe o boned war o fenn, en ur farsal, en ur c’hoarzhin, en ur vadinat evel pa vijent bet o sellet ouc’h ur "guriozite" bennak.

1877
Daveenn : EKG.I. p.178

Ur flotantenn mezher glas a yoa war e gein, un turban ruz en-dro d’e groazlez hag ur boned plat martolod war e benn.

1877
Daveenn : EKG.I. p.299

Mat, bep tro ma’z ae unan bennak diwar ar maez e kêr, ur boned segovii war e benn, da werzhañ ul loan pe ur boezellad ed, ez ae raktal war e lerc’h ur vandenn soudarded en u[l] leuskel mil mallozh ha ne entented ket.

1877
Daveenn : EKG.I. p.308

Anat e oa o doa c’hoant da jarneal ha da sakreal diwar-benn ar boned segovii, abalamour an darn vuiañ ac’hanomp a yoa ar boned-se ganto e Kergidu ; hag ar re a yoa chomet bev eus a soudarded Canclaux, n’o doa ket ankounac’haet penaos e oant bet kempennet ganeomp-ni, ha pegen tost e oa bet dezho kaout holl ar marv war an dachenn.

1877
Daveenn : EKG.I. p.308

Evelato, er C’hroazhent, dirak ar maner, ne gavis ken en he sav ar groaz vaen a yoa eno, hag em boa dirazi ken alies a wech lamet va boned.

1878
Daveenn : EKG.II p.37

Jarlig a oa ur martolod kozh, bihan a vent, krommet gant an oad, atav ur boned bechennek gantañ war e benn (moal a oa), ur c’haban mezher dreset war e gein ; ur c’hornig berr o krenañ etre e zent uzet gant an duellenn.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 41, p.944 (Mae 1924)

boned

1927
Daveenn : Geri.ern pg boned

boned ruz ur c'hardinal

1931
Daveenn : VALL pg barrette

bonedoù

1931
Daveenn : VALL pg bonnet

boned skouarnek

1931
Daveenn : VALL pg bonnet (à oreilles)

boned plat

1931
Daveenn : VALL pg béret

boned italian

1931
Daveenn : VALL pg barrette

boned Frugia

1931
Daveenn : VALL pg bonnet (phrygien)

boned

1931
Daveenn : VALL pg bonnet

Diwezhatoc'h, pa 'm eus studiet, e komprenis implij an toull-se ; ur c'haran vengleuz e c'hallje bezañ bet, da gentañ ; en amzer ar roue Loeiz Pevarzek, an toull a oa bet talvezet da repu, da guzhiadenn, d'ar Bonedoù Ruz, kenseurted Bastian ar Balp, enklasket gant an Dragoned evit o c'has d'ar groug.

1944
Daveenn : EURW.1 p18

Ober a reas an Aotrou Bouder ur sach war ma divskouarn, ha lakaat a reas war ma fenn « ar boned azen » gant gourc'hemenn din mont da zaoulinañ dirak e vurev en abardaez.

1944
Daveenn : EURW.1 p21

An deiz ne oa ket deuet e dermen, ma oamp gwisket hag harnezet penn-kil-ha-troad. Daou vragoù ruz, ur chupennig verr, ur porpant Sul, gant baskoù ha div regennad boutonoù kouevr, ur re skoazellennoù ruz gant istribilhonoù, ur gapotenn hir, daou gepi, unan anezho gant un doupenn hag ur blakenn driliv, ur boned polis, daou re votoù lêr, ur re blat anezho ; rochedoù, gourizoù mezher, manegoù ha zoken ur boned-noz !

1944
Daveenn : EURW.1 p.194

Pa'z aed pell da-heul an toull, en em gaved gant un nor houarn ; a-drek an nor e oa loch ur ramz a veze graet ar Boned Ruz anezhañ.

1944
Daveenn : EURW.1 p17-18

Diwisket he deus he c'hoef ha lakaet war he blev ur boned noz, moarvat evit ma n'en devo ket ar c'habiten tu d'he anaout.

1960
Daveenn : PETO p50

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial