1. Tell ; sammad arc'hant goulennet gant ur gevarzhe bnk. digant ar re a fell dezho emezelañ enni, digant he izili.
Paeañ e skodenn. Pep hini eus izili ar gevredigezh a ro ur skodenn ar bloaz.
&
Skodenn-vloaz : a baeer ur wech ar bloaz.
2. Trl.
Ur pred dre skodenn : ma kemer pep kouviad perzh er mizoù.
3. (e yezh ar Joniged)
Pred profet d'ar werzherien gant o fratikoù.
Ar skodenn evit pep ezel eus ar Gorsedd a zo ur skoed bep bloaz da baeañ d'an Drouiz-Veur, a zalc'h ar garg a gefier ar Gorsedd, pe d'an eilteñzorier.
Ar skoden evit pep ezel eus ar Gorsedd a zo eur skoed bep bloaz da baea d'an Drouiz-Veur a zalc'h ar garg a gefier ar Gorsedd pe d'an eil Tenzorier.
1909
Daveenn :
REZI
p. 14
— Ya, ya, eme Saig en ur baeañ ar skodenn, an holl draou-se a zo gwir, met… met… arabat e vez koll an nord !
— Ya, ya, eme Saïg en eur baea ar skodenn, an holl draou-ze a zo gwir, met… met… arabad e ve koll an nord !
1925
Daveenn :
BILZ2
p.113
skodenn
1931
Daveenn :
VALL
pg apport (en valeurs)
skodenn vloaz
skodenn-vloaz
1931
Daveenn :
VALL
pg (cotisation) annuel(le)
Ne oa ket uhel hor gopr deskard - pemp skoed er miz - met hor skodenn evit ar geusteurenn e oa ken izel all peogwir e rankemp diyalc'hañ c'hwezek real nemetken.