1. [1499, 1850, 1927, 1955] Maen pe verk all a dalvez da vevenniñ ur park, un domani.
Pep gwinieg a veze diforc'het gant bonnoù bras, anv ar piaouer warno. Plantañ, tennañ ur bonn.
[1955] E Polonia, koulz hag e Rusia Wenn, a-hed ugent pe hanter kant lev hag ouzhpenn, e verzen a bep tu d’an tren ur gompezenn hep bevenn na bonn, gant netra warni, na menez na traonienn da zihuediñ al lagad pe ar spered [...].
&
Maen-bonn : bonn.
2. Dre heveleb.
Tra damheñvel ouzh ur bonn (1) dezhañ implijoù liesseurt.
Lakaat bonnoù war vord an hentoù da verkañ an hedoù. Ar martolod a ziskrogas al lagadenn a rae tro ar bonn ha kuit gant ar fun.
3. Dre ast.
[1927] Bevenn.
Daveenn :
LVBCA
p39 (bourne mise en diuision de terres)
bonn
1732
Daveenn :
GReg
pg clef (d'une voüte, la derniere pierre qu'on y met)
bonnoù
bonnou
1732
Daveenn :
GReg
pg clef (d'une voüte, la derniere pierre qu'on y met)
bonnoù
bonneu
1850
Daveenn :
GON.II
pg bonn (Borne. Limite. Pl.)
bonn
1850
Daveenn :
GON.II
pg bonn (Borne. Limite).
Hag int izel a-walc’h, e c’heller diwar hini pe hini anezho merzout, dre waskoù ar c’hlasvez, en diabell diouzh tu ar c’hornog, mor ar Goularz hag an arvor noazh a sav e vonnoù dezhañ.
Hag int izel a-walc’h, e c’heller diwar hini pe hini anezo merzout, dre waskou ar c’hlazvez, en diabell diouz tu ar c’hornog, mor ar Goularz hag an arvor noaz a sav e vonnou d’ezan.
E Polonia, koulz hag e Rusia Wenn, a-hed ugent pe hanter kant lev hag ouzhpenn, e verzen a bep tu d’an tren ur gompezenn hep bevenn na bonn, gant netra warni, na menez na traonienn da zihuediñ al lagad pe ar spered [...].
1955
Daveenn :
VBRU
p.40
Notennoù studi
Lenn a reer e GON.II. eo ar ger "bonn" ur ger eus Bro-Wened. Ne vez ket kavet alies e-unan, peurliesañ e vez stag ouzh ar ger "maen".