Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Skourret (ouzh udb.) : e-skourr (outañ). Skourret eo ar freilhoù da c'hortoz an eost. Ur wezenn kouezhet zo skourret ouzh ar wezenn all. 2. (db. al loened, an dud) Zo stumm ur grommenn gleuziek d'e gein. Sell pegen skourret eo ar jav ! ES. baotet.

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

E benn n'o deus ket bet ; hogen ni hon eus bet o re : pintet int bet ganeomp e beg o goafioù pe skourret ouzh kerc'henn hor c'hezeg.

1923
Daveenn : SKET p.19

Eno e karen chom neuze ur pennadig da lenn pe da vorediñ : sioul pep tra, nemet ur wespedenn-vañson bennak o troidellat en-dro d'he neizh, a ra gant pri ouzh al lein, pe zoken, ouzh framm ar poltredoù a zo skourret ouzh ar speurinier ha chomet er stad ma oant p'hor boa feurmet an ti, arrebeuri hag all : tud mestrez an ti, Mamaino, homañ hag he c'hoar, an holl anezho hironezed liv ar c'hoar.

1985
Daveenn : DGBD p150

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial