I.
H.g.
A.
1. Obererezh laerezh udb. (en ur e riñsañ prl.).
Er vro-se ne veve an dud nemet diwar skrap.
&
Trl.
Ober skrap war udb. : e laerezh.
Ober skrap war bep tra ha lakaat an tan en ilizoù. Al leanezed a voe graet ar skrap war o madoù.
&
Ober skrap en ul lec'h : riñsañ al lec'h-se ha laerezh ar pezh zo e-barzh.
Tud fallakr o doa graet skrap er gouent. Landerne a voe graet skrap enni.
&
Lakaat ul lec'h bnk. e skrap : e riñsañ en ur laerezh ar pezh zo e-barzh.
Lakaet e voe an tiegezh e skrap. Laeron a lakaas an iliz e skrap.
[1878] Pa veze lakaet un tiegezh e skrap, ar pezh a c’hoarveze alies, ar c’here ne veze ket da ziwezhañ oc’h ober furch.
DHS. arigrap, riñs.
2. Obererezh skrapañ ub.
&
Trl.
Sevel skrap war ub. : bezañ poursuet gant tud kefrediet d'e herzel a-benn e vac'hañ.
Ar gristenien a yae di da guzhat pa save skrap warno.
B. Dre ast.
1. Trl.
Sevel skrap : sevel reuz.
Hep dale e save skrap etre hoc'h enebourien ha c'hwi.
2. (db. ar marc'hadourezhioù)
Bezañ skrap war udb. : bezañ c'hoant bras gant an dud d'e brenañ.
Skrap a oa war ar vioù evel kustum.
[1954] Hag he sivi 'ta ! er mare-se ne weled neblec'h dre amañ ar seurt frouezh nemet en he liorzh-hi, hag adal ma krogent da zareviñ fret ha skrap a veze warno ken ma veze.
DHS. arigrap, klask ;
HS. mall, prez.
II.
G.
1. Gwechad laerezh.
Evit an disterañ skrap. Skrapoù.
2. Gwechad skrapañ ub.
Ar skrap ag ar plac'h.
HS. laeroñsi, skraperezh.
III.
Tr. adv.
Dre skrap : dre laer.
Mont d'ul lec'h bnk. dre skrap. Ar re-se o doa astennet o fav war kement karg a bouez dre skrap.
Skeiñ a rejomp-holl a-unan, ha lakaat a rejomp kemmesk, kabal ha skrap e touez ar republikaned.
Skei a rechomp-oll a-unan, ha lakaat a rechomp kemmesk, kabal ha skrab e touez ar republikaned.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.289
Pa veze lakaet un tiegezh e skrap, ar pezh a c’hoarveze alies, ar c’here ne veze ket da ziwezhañ oc’h ober furch.
Pa veze lakeat eun tiegez e skrab, ar pez a c’hoarveze aliez, ar c’here ne veze ket da ziveza oc’h ober furch.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.298
Hag he sivi 'ta ! er mare-se ne weled neblec'h dre amañ ar seurt frouezh nemet en he liorzh-hi, hag adal ma krogent da zareviñ fred ha skrap a veze warno ken ma veze.
Hag he sivi 'ta ! er mare-se ne weled neblec'h dre amañ ar seurt frouezh nemet en he liorzh hi, hag adal ma krogent da 'zareviñ fret ha skrap a veze warno ken ma veze.