Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. G. 1. (db. al ledennadoù dour) Ribl. War vord an aod, ar ganol, ar stêr : war ribl, e-kichen. & Ent strizh Aod. Degas bezhin d'ar bord. & Trl. skeud. Mont er bord all : semplañ. Ez an da gaout ur fallaenn, ez an da vont er bord all ! & Dre ast. Mervel. Mont er bord all gant un tenn pistolenn. & Trl. skeud. Kas bord all : lakaat da semplañ. 2. (db. an hentoù, an tachennoù) Lez, kostez. War bord un izelenn don. Ober ur staotadenn war bordig an hent. 3. (db. ar gwiadoù) Bevenn. Bordoù voulouz. Ar bordoù n'en em zishilhont ket ? HS. erien, kantenn, lezenn, riblenn. II. Tr. adv. 1. Dreist ar bord : dreist-penn. Meuliñ ub. dreist ar bord. 2. War ar bord : war-nes. War ar bord e oa da vezañ distrujet.

Skouerioù istorel : 
35
Kuzhat roll ar skouerioù

bord

1659
Daveenn : LDJM.1 pg bord

tremen dreist ar bord

1659
Daveenn : LDJM.1 pg redonder

bordoù

1732
Daveenn : GReg pg bord (extremité d'une chose), debord (ce qui sert de bord), frontiere (limites de pais, p.)

bezañ war vord e foz

1732
Daveenn : GReg pg (être sur le) bord (de sa fosse)

bord ar puñs

1732
Daveenn : GReg pg bord (d'un puits, d'une fontaine)

bord ar feunteun

1732
Daveenn : GReg pg bord (d'un puits, d'une fontaine)

war bord an dour

1732
Daveenn : GReg pg (sur le) bord (de l'eau)

àr bord an dour

1732
Daveenn : GReg pg (sur le) bord (de l'eau)

bord ar mor

1732
Daveenn : GReg pg bord (de la mer)

bord un tok

1732
Daveenn : GReg pg bord (d'un chapeau)

bord arc'hant

1732
Daveenn : GReg pg bord (d'argent)

bordoù arc'hant

1732
Daveenn : GReg pg bord (d'argent)

bord ar c'hoad

1732
Daveenn : GReg pg (le) bord (de la forêt)

bordoù

1732
Daveenn : GReg pg bord (-à-bord)

bezañ er bord

1732
Daveenn : GReg pg bordé (ée, border, être au bord, sur le bord)

bezañ war ar bord

1732
Daveenn : GReg pg bordé (ée, border, être au bord, sur le bord)

bord

1732
Daveenn : GReg pg bord (extremité d'une chose), debord (ce qui sert de bord), frontiere (limites de pais)

bet war ar bord

1732
Daveenn : GReg pg bordé (ée, border, être au bord, sur le bord)

bet àr er bord

1732
Daveenn : GReg pg bordé (ée, border, être au bord, sur le bord)

bord an tok

1732
Daveenn : GReg pg (les bords d'un) chapeau

bord an aod

1732
Daveenn : GReg pg côte (de la mer)

ur chadennad hir a diez war bord ar ru

1732
Daveenn : GReg pg file (Une file de maison [sic])

ar bord eus a Vreizh

1732
Daveenn : GReg pg frontiere (La frontiere de Bretagne.)

kêr war bord ar rouantelezh

1732
Daveenn : GReg pg frontiere (Ville frontiere.)

bet er bord

1732
Daveenn : GReg pg bordé (ée, border, être au bord, sur le bord)

bet war ar bord

1732
Daveenn : GReg pg bordé (ée, border, être au bord, sur le bord)

bezañ war ar bord

1732
Daveenn : GReg pg bordé (ée, border, être au bord, sur le bord)

bout àr ar bord

1732
Daveenn : GReg pg bordé (ée, border, être au bord, sur le bord)

War bord ar mor o doa c’hoazh marteze muioc’h a ijin an dud, eget en douar bras, evit gellout mont da gaout o beleien, da c’houlenn diganto kuzul evit en em dennañ dibec’h euz a-greiz kement-all a draoù fall, ha digas nerzh d’o eneoù evit harpañ ouc’h fallagriezh an droukspered, dislonket gant an ifern da zaoniñ an dud war an douar.

1877
Daveenn : EKG.I. p.93-94

Tostaat a reont d’ar bord. Savet an daou vartolod en o sav. Kra… a… a… ak… ak… ak ! ! Diaraok ar vag vihan a dourt beg ur garregig, ar Garreg-du.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 46, p.1091 (Here 1924).

Lukaz a oa azezet war bord ar stêr vras, e-touez ar geot hir hag ar c’hegid, ha ne zistage ket e sell a-ziwar ar bont spoue ken kaz e vije deuet ur pesk bennak da bismigañ ar vuzhugenn ha d’he lonkañ evit e vrasañ damant.

1944
Daveenn : ATST p.12

A ! pebezh abadenn an diaoul neuze, d’an eur-se eus an deiz, war vord ar stêr ! Satanaz e-unan o vlejal e-leizh an ifern n’en dije ket graet muioc’h a drouz eget Lom o hopal er vag : — « Sikour ! Sikour ! Sikour din ! Beuzet e vin. O ! o ! »

1944
Daveenn : ATST p.108

Pa oan bihan e weled toull ur c'haran war bord hent Mil-ar-Prad, hag ac'h ae dindan an douar betek kavioù ar c'hastell-kreñv, hag a roe an tu d'an difennourien da vont kuit dre guzh, ma vijent e riskl da vezañ paket.

1944
Daveenn : EURW.1 p17

- Te a zo diwar ar maez, Sezni, hag eus bro-Leon ar gatolikañ. Em c'hêr c'hinidik, avat, du-mañ, war vordig mor Kernev-Izel, eo douget, ouzhpenn dreist, ar merc'hed yaouank d'al lammoù ha d'an dañsoù, ha, 'm eus aon, e karont ivez kompagnunezh ar baotred yaouank.

1949
Daveenn : SIZH p.53

Bez' ho poa ul lizher preset. Mont a rit da vord an hent da c'hedal paotr al lizhiri. Gwelout a rit roudoù fresk e varc'h-houarn. Nag a resped deoc'h !

1973
Daveenn : HYZH Niv. 88 p. 42, Anjela Duval

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial