V.k.e.
1. Pezh a c'haller merzout o welet ub., udb. en un doare dispis.
Ni er gwelfe ivez, ha n'eo ket hepken ar spurmant anezhañ.
HS. seblant.
2. Arouez eus un darvoud zo da zont.
Un deiz, e voe roet dezhi da welet ha da anavezout spurmant e varv. An dra-se a oa ur spurmant ag ar burzhudoù a zlee degouezhout kent pell.
HS. sin.
3. Tasmant.
Spurmantoù tud varv.
HS. seblant, spes, teuz.
4. RELIJ. (en e furm lies ha gant ur bennlizherenn-dal prl.)
Ar Spurmantoù : ar Spesoù.
Korf ha gwad Jezuz-Krist dindan spurmantoù ar bara hag ar gwin.