Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Jelkenn (1). Un dailhenn vat. [1954] [...] hag evit ar bern arc’hant-se, bez’ e veze da greisteiz ha d’an noz, n’eo ket gwelien, met ur soubenn eus ar c’hentañ, un dailhenn vrav a gig bevin pe leue gant avaloù-douar, fav, piz, pe louzoù all diouzh ma veze koulz ar bloaz, ur werennad jistr war ar marc’had ha bara gwenn sof-kont. DHS. felpenn. HS. darnenn, drailhenn, skejenn. 2. Sammad bras a arc'hant. Bez' em bo un dailhenn da reiñ. Paeañ un dailhenn vat a arc'hant. 3. GWECHALL Tamm koad a veze graet askoù ennañ gant ar varaerien evit merkañ an niver a dorzhioù gwerzhet d'ur prener.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

Diganimp ’vat, ar re baourañ, ne veze kemeret nemet tri-c’hant lur er bloaz, hag evit ar bern arc’hant-se, bez’ e veze da greisteiz ha d’an noz, n’eo ket gwelien, met ur soubenn eus ar c’hentañ, un dailhenn vrav a gig-bevin pe leue gant avaloù-douar, fav, piz, pe louzoù all diouzh ma veze koulz ar bloaz, ur werennad jistr war ar marc’had ha bara gwenn sof-kont.

1954
Daveenn : VAZA p.50

tailhenn

1954
Daveenn : VAZA p.192 geriou tregeriat rik, un tamm mat (n'eo ket un drailhenn, a zo ar c'hontrol).

Ac’hanta, an dailhenn arc’hant-se, ar « Belbiach-se », mar karit, a oa ivez ur gudenn a bouez bras evit « priñs » Soaz Sapeur, pe gentoc’h ur gouli ne gaven en-dro din, kaer am beze klask, louzaouenn ebet e-tailh d’e bareañ, ha debron a rae din evel pa vije bet n’ouzon ket pet tarlaskenn o taskrignat va c’hroc’hen.

1955
Daveenn : VBRU p.13

Ofis publik ar brezhoneg