Kement a dud a oa diank da serr-noz ma voe ret kas hep dale un toullad fuzuilherien da glask ha da zegas war vourzh ar re chomet da gousket gant o c’hofad e-mesk ar strouezh pe war ribl ul lagenn hag an deiz war-lerc’h kristen ebet, na zoken o mamm pe o gwreg, ne vije deut a-benn da c’houzout piv ’oant, gant ar goeñvet ma ’z oa o zalfas flemmet gant ar fubu ha skaotet gant pikoloù merien ruz.
Eoniñ ha babouziñ a rae bepred ar c’hozhiad, ken stok ouzh egile ma krede din e tognje e fri-perroked [fri peroked] ouzh talfas ar paourkaezh.
A-benn ar fin, ha moarvat a-drugarez d’an amzer ha d’an avel / a gas ganto pep tra war o divaskell, e stagas ofiserien da reiñ d’ar veajourien o faperioù tremen-hent, hag a-greiz[-]holl e klevis unan anezho o veogal ar pezh a gave dezhañ e oa va anv : « Gospodin Karl Tremeilh ! emezañ, Karl Tremeilh ! » ha bez ’oa an taol-mañ war e dalfas ur mousc’hoarzh ken hegarat ha pa vijen bet e geneil a-vepred.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
talfasat