I. G.
1. [1904] Toull-kleuz, kev.
2. [1904, 1919] Frailh.
II. H.g.
[1919, 1931] Kerreg a-rez dour ma tarzh an houl mor.
E-kreiz un tarzheris spontus.
HS. skosell.
Termen eus rannyezh Gwened testeniekaet evit ar wech kentañ dre skrid e 1904 gant Emil Ernault en e c'heriadur eus yezh Gwened DBFV gant ar sterioù "toull" ha "frailh". Kadarnaet ar ster frailh hag ouzhpennet ar ster "skosell" gant P. ar Gov e 1919 e DBFV.Sup, un astenn da geriadur gwenedeg Ernault. Ernault a ro ur stumm lies d'ar ger tra ma seblant ar Gov ober ur ger hollek eus an termen-mañ implijet en unander gant ur ster lies (treiñ a ra tarzheris dre "brisants", el liester).