Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. PEMDEZ Kalz. Mezh am boa hardizh. Ar seurt gwez-se a ro hardizh. HS. kenañ. 2. Hep termal, hep kaout aon. Lavar hardizh ez eo re sot. Kred ac'hanon hardizh ! Lez anezhañ da vont hardizh ! & Gant nerzh. Hejit hardizh ar wezenn-mañ. 3. War-eeun. Kerzh hardizh d'e gavout.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

Ha hi [Katell], monet hardizh gant un c'houraj mat bede an impalazr en ur lavaret dezhañ [ : «]Da zignite a urzh hag da ofis a zeskouez penaos hervez rezon ez tleez bezañ saludet ha gwraet enor dit, ma'z vete a aznavfe krouer an neñv [hag] an douar, hag a revok[f]e da afeksion diouzh an doueoù[. »]

1576
Daveenn : Cath p6

er gêr-mañ ez eus hardizh tregont mil den

1732
Daveenn : GReg pg ame

respont hardizh, gant hardizhegezh

1732
Daveenn : GReg pg (répondre) ferme

Lod all a dape taolioù botez en o revr hardizh evel Maoris an Dod, unan hanter inosant, a lakae droug da vont er mestr-skol gant e c'heizoù.

1944
Daveenn : EURW.1 p22

Ha ni d'he demata hardizh.

1944
Daveenn : EURW.1 p.150

Ha pa soñjer ervat er stad m'emañ hiziv e c'haller lavarout hardizh ne oa bet biskoazh ken brav ha m'er gweler bremañ.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 24

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial