1. Kementad halv tufet.
Ober tuf : tufañ.
&
Trl. skeud.
Ober tuf d'ar mouar pa ne vezer ket evit dastum anezho : diskouez dismegañs evit ar pezh na zeuer ket a-benn da gaout.
&
Trl.
Tuf-koukoug : lesanv a roer d'ar roudoù a vez lezet war plant zo gant larvenned arvevaded, Aphrophora spumaria o anv spesad.
HS. krañch, skop.
2. Estl.
Ger implijet da zrevezañ an trouz graet gant un den o tufañ.
Hag eñ da c'hrozmolat ha da dufañ : « Ec'h, tuf ! » emezañ.
&
Dre ast.
Ger implijet da zrevezañ trouzioù all evel an trouz graet gant ur c'hazh o c'hwezhañ pe gant ur mekanik o teuler aer trumm. Tuf ! tuf ! tuf ! emezo gant trouz ur marc'h-du.