Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
3
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
179
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. 1. [1499, 1732, 1985] Reiñ boued da (ub.), magañ. Boueta ul labousig. Ha Gwilhaouig d'e varchosi da voueta e gazeg. [1850] Kalz a dud en deus da voueta. [1985] Boueta al labourerien. 2. Ent strizh. [1931] Stagañ war un higenn pe lakaat er c'havell kement zo ret evit pakañ pesked, kranked, h.a. Boueta an higenn. Ar brizhilli zo mat da voueta kerdin. HS. stronkañ. & LABOUR-DOUAR [1927] Boueta an erv : drammañ an ed falc'het war an irvi. 3. Dre skeud. [1927] Pourchas danvez d'un ardivink da vont en-dro. Boueta ur vilin, an urzhiataer. Ar mevel a veze o voueta an dornerez. & Boueta an tan : lakaat keuneud ennañ d'e zelc'her bev. 4. Trl., pemdez. Boueta ar c'hwen : kousket. & Ent strizh. Chom diwezhat da gousket. & Boueta ub. : pakañ ub. Bouetaet eo bet ! II. V.g. 1. [1732] Debriñ. Ar boued a ro c'hoant da voueta. Boueta mat a ran. Dont da voueta d'ar gêr. 2. Ent strizh. (db. al loened) Peuriñ. Marteze eo bet al loen o voueta war ar melchon.

Skouerioù istorel : 
38
Kuzhat roll ar skouerioù

bouetet

1499
Daveenn : LVBCA p40 (peutz [pu, part. p. paître])

boueta

1499
Daveenn : LVBCA p40 (donner viande ou paistre)

boueta

1659
Daveenn : LDJM.1 pg boueta

bouetat

1732
Daveenn : GReg pg alimenter

boueta

1732
Daveenn : GReg pg alimenter

boueta ul labousig

1732
Daveenn : GReg pg abbecher

bouetaet

1732
Daveenn : GReg pg abbecher, (donner à manger aux) bête(s)

bouetiñ

1732
Daveenn : GReg pg alimenter

bouetaet

1732
Daveenn : GReg pg alimenter

boueta ul labous

1732
Daveenn : GReg pg (donner la) becquée (à un oiseau)

roet da voueta d'ar saout, d'al loened

1732
Daveenn : GReg pg (donner à manger aux) bête(s)

reiñ da voueta d'ar saout, d'al loened

1732
Daveenn : GReg pg (donner à manger aux) bête(s)

bouetat

1732
Daveenn : GReg pg alimenter

bouete

1732
Daveenn : GReg pg (donner à manger aux) bête(s)

boueta ar saout

1732
Daveenn : GReg pg (donner à manger aux) bête(s)

boueta al loezned

1732
Daveenn : GReg pg (donner à manger aux) bête(s)

boueta ar chatal

1732
Daveenn : GReg pg (donner à manger aux) bête(s)

ar boed a ro c'hoant da voeta

1732
Daveenn : GReg pg appetit

boueta

1732
Daveenn : GReg pg alimenter

boueta ul labous

1732
Daveenn : GReg pg (donner la) becquée (à un oiseau)

boueta ur pichon

1732
Daveenn : GReg pg (donner la) becquée (à un oiseau)

Kalz a dud en deus da voueta.

1850
Daveenn : GON.II pg bouéta (Il a beaucoup de monde à nourrir).

boueta

1850
Daveenn : GON.II pg boéta, bouéta (Alimenter. Nourrir. Sustenter), paska

boueta

1850
Daveenn : GON.II pg bouéta (Alimenter. Nourrir. Sustenter).

Sevel a ranke e poent evit boueta e gezeg da vont d’ar park ken abred hag ar re all.

1877
Daveenn : EKG.I. p.135

boueta mat a ran

1909
Daveenn : BROU p. 207 (je me traite bien)

Boueta an naoniet ha dieta ar sec’hedet am eus graet ; kledouret em eus em zi an hini a oa digledour.

1923
Daveenn : SKET p.71

Antronoz vintin, abred eus ar beure, da c’houlou-deiz, Bilzig a oa bet o welet e lasoù, hag o voueta e higennoù, ha gantañ en e vouteg div bleisenn, un touilh-traezh, ul levneg hag ur moulleg.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 42, p.977 (Even 1924)

boueta

1927
Daveenn : GERI.Ern pg boeta

bouetiñ

1927
Daveenn : GERI.Ern pg boeta

boueta

1927
Daveenn : GERI.Ern pg boeta

bouetat

1927
Daveenn : GERI.Ern pg boeta

boueta

1927
Daveenn : GERI.Ern pg boeta

boueta

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXV, alimenter, amorcer (des lignes), approvisionner

boueta an higenn

1931
Daveenn : VALL pg (mettre de l')appat (à l'hameçon)

Pa oa bouetet ha douret ar c'hezeg, debret lein, e oad aet da glask ar golaj, tre er penn all da gêr.

1944
Daveenn : EURW.1 p30

An Tour a oa ennañ peadra da lojañ ha da voueta an emwelourien a zeue a-bell, hag eus ar broioù ketiek all, da dremen un devezh bennak en ul lec'h ken burzhudus, da goulz ar Gouel Broadel.

1944
Daveenn : EURW.1 p.212

Kaout a-walc'h a voueta al labourerien a zo diaesoc'h, rak ar besketaerien ne deont da besketa nemet pa dro en o fenn, da lavarout eo pa vez aet izel ar gwenneien en o chakod.

1985
Daveenn : DGBD p108

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial