1. Kementad eus un dourenn pe un aezhenn a zeu a-greiz-holl.
Siminal ar vag a laoske bouilhadoù moged. Ur bouilhad tan a savas en aer. Sourradoù avel ha bouilhadoù glav.
[1955] Du-hont pell-pell, e save ul latar alaouret, marellet gant aezhennoù glas ha bouilhadoù moged a bep liv [...].
DHS. fourrad, kaouad, sourrad, strinkad.
HS. bouilh (2).
2. Dre skeud. (db. ar santadoù)
Barrad.
Ar bouilhadoù karantez-se a sav eus ho kalonoù.
DHS. lusk.
Du-hont pell-pell, e save ul latar alaouret, marellet gant aezhennoù glas ha bouilhadoù moged a bep liv, hag a-dreuz dezhañ e verzen siminalioù ha tourioù ur gêr vras-meurbet o plavañ, war a grede din, a-us d’an douar, e-giz ar c’hêriadennoù marzhus ma vez graet anv diouto e marvailhoù Rusia.
Du-hont pell-pell, e save ul latar alaouret, marellet gant aezennoù glas ha bouilhadoù moged a bep liv, hag a-dreuz dezhañ e verzen siminalioù ha tourioù ur gêr vras meurbet o plavañ, war a grede din, a-us d’an douar, e-giz ar c’hêriadennoù marzhus ma vez graet anv diouto e marvailhoù Rusia.
1955
Daveenn :
VBRU
p.45-46
Morse n'he doa butunet hachich. [...] Tennañ a reas ur bouilhad hag e fellas dezhi tremen al liamm pelloc'h.