Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

v.g. Troidellañ, treiñ ha distreiñ (en-dro d'udb.). Ha hennezh da droiellat en-dro d'ar c'hraou. Gwiñvered a veze o troiellat en-dro dimp. Froudoù o troiellat. HS. kornigellat, punañ, troiata, troellañ.

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

Bez' e c'hell , e gwirionez, ur stêr stummañ a-wechoù seurt toulloù en he zalweg mard eo strizh an draonienn hag herrek kas an dour; en ur droiellat e teu hemañ alies da gleuzañ kevioù damgelc'hiek, heñvel a-walc'h ouzh kaoterioù.

1943
Daveenn : TNKN p21

Tra m'edon azezet gant va fred e teuas ur valafennig da droiellat en-dro din, hag e chomas zoken da ehanañ ur pennadig war va fourchetez keit ha m'edon ouzh he c'has d'am genoù.

1985
Daveenn : DGBD p57

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial