Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
11
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Den brav ha yac'h. Troc'het e vlev d'ar paotrig ha setu ur bouilh anezhañ adarre. Bouilhezed eus ar c'hentañ, e-giz na weler neblec'h all. 2. Diw. c'hoap, dre eilp. Den divalav pe lous. N'eo ket aet ar bouilh-se d'ar skol. 3. Stn. (dirak un ak.) Brav ha yac'h. Ur bouilh den, drant ha seder evel un den yac'h. Ur vouilhez merc'h-nevez a oa ac'hanon. DHS. bagol, nerzhus, solut.

Skouerioù istorel : 
1
Kuzhat roll ar skouerioù

An diavaeziadez, hi, a oa bet dibouezet ganti he c'heveler gant un taol-lagad : ur bouilh paotr, e vlev melenek damrodellet, troc'het berr a-walc'h, un tal uhel, ha daoulagad liv ar glizin, lemm ha speredek ha nevez-flamm, dic'houzvez-krenn ma oant eus ar vuhez.

1949
Daveenn : SIZH p.42

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial