Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (db. an dud) Zo er brasañ dienez. Tud truek. 2. (db. stad an dud) Reuzeudik. Ur marv truek. Seul vui m'eo truek stad mab-den, seul vui e kav plijadur o sevel kestell el Loar. Emañ en ur stad truek. 3. Dre ast. Dister-kenañ. Predoù truek. 4. Trl. Nend eo ket truek : n'eo ket fall.

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

D'ar mare ma chomas a-sav ar c'hab dirak ar chomlec'h meneget, e savas un tammig al latar; an noter a spurmantas ur straed truek, un davarn, un ti-debriñ gall dister, ur stal a werzhe kelaouennoù skeudennaouet ur penny an tamm ha saladennoù daous pence, ur bern bugale e truilhoù tomolodet e korn an dorioù, ha merc'hed e-leizh, eus a bep seurt broioù, o tremen hag o vont, o alc'houez en o dorn, da bakañ banne ar beure.

2012
Daveenn : DJHMH p40

Hennezh zo unan eus an drafikerion hendraezoù truek a ya diouzh noz e-barzh al lec'hiennoù henoniel, pa vez loargann dreist-holl, hag a rip un tamm marmor bennak evit gwerzhañ anezhe da loukezion pe da duerion. Krabanet eo bet ganeomp ha disac'het en deus pep tra.

2015
Daveenn : EHPEA p190

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial