v.k.e.
1. TRUFLAÑ (UDB.) [DIWAR UB.] : kaout (udb.) dre widre, digant ub. na vije ket douget d'e reiñ anezhañ e-unan.
Ober an neuz da vezañ ur c'hristen evit truflañ udb. diwar ar misioner. En esper truflañ diwarnon un delienn butun bennak.
DHS. laerezh, skrapañ.
2. Tromplañ.
Komzoù dous ha loavus, a drompl hag a drufl kalonoù ar re eeun.
HS. flanañ, loavañ, lorbiñ, lubaniñ, touellañ.
3. Truchañ (ub.).
Hennezh en doa truflet ac'hanon da vont.
HS. atizañ, broudañ, poulzañ.