v.
I.
V.k.e.
A. PEMDEZ (db. an dud hag al loened)
1. Ober, fistoulat.
O turlutañ petra emañ hennezh ?
DHS. itrikañ.
HS. penefiañ.
2. C'hwiliañ en ur veskañ, en ur stlabezañ.
Ar c'hazh a oa aet da durlutañ al ludu.
DHS. fistoulat.
HS. turiañ.
B. (db. an dud)
1. Flourañ, dorloiñ.
Turlutañ ur bugel.
HS. cherisañ, kaezhiñ.
2. Dre ast., DIZOARE
Kaout darempredoù rev gant (ub.).
Turlutañ ar merc'hed.
HS. fouzhañ, strizhañ.
II.
V.g.
1. (db. al laboused)
Kanañ.
Al labous a oa o turlutañ gant ur vouezh dudius.
DHS. fistilhañ.
HS. richanañ.
2. Difretañ.
Ne voe ket graet van ouzh e welet o turlutañ etre treidigoù e c'hoarezed. Hag ar moc'h da durlutañ el lagenn.
DHS. difrinkal, fringal, fistoulat.
3. Firbouchal.
Turlutañ en armel.
DHS. furchal, fistoulat.
4. Pourmen, straniñ (Il).
Bemdez ez aen da durlutañ du-hont gant ma chas.
[1954] Tamm ebet ne zisplije din an diviz-mañ hag a-c’hrad-vat e chomis ur bloavezh da « ziskuizhañ », da lenn, da c’hwileta ha da durlutat e pep seurt stumm, rak kemer a raen ar bed war an tu ma troe.
DHS. galoupat, redek.
HS. riboulat.
&
Nec'hiñ a-zivout traoù dister.
HS. talfasat.
5. Kas amzer en ober war-dro traoù dister.
Chom da durlutañ
Pep hini a durlute war e dachenn-labour... Hemañ a gizelle, unan all a live.
–…Un eurvad hep e bar [sic] eo hini ar re a zo bet dibabet gant Doue da vezañ disrannet diouzh ar bed, evel m’eo bet ho chañs c’hwi. Gouzout a ran : an huñvre, – an drochig-se eus an ti ! – Bez’ e c’hell turlutat ha fistoulat e pennoù a zo.
1949
Daveenn :
SIZH
p.40
Digoret he doa Palmira he sac'h-dorn, ha turlutat a rae a-zevri e-touez boestig ar bleud c'hwez[h]-vat, ar melezourig, ar vazhig ruz livañ an diweuz, an alc'houezioù, ar pochad madigoù, hag an holl velbiachoù merc'hed.
1949
Daveenn :
SIZH
p.51
Tamm ebet ne zisplije din an diviz-mañ hag a-c’hrad-vat e chomis ur bloavezh da « ziskuizhañ », da lenn, da c’hwileta ha da durlutat e pep seurt stumm, rak kemer a raen ar bed war an tu ma troe.
Tamm ebet ne zisplije din an diviz-mañ hag a c’hrad vat e chomis ur bloavezh da « ziskuizhañ », da lenn, da c’hwileta ha da durlutat e pep seurt stumm, rak kemer a raen ar bed war an tu ma troe.